Votit evit ur gêr ekologel !

Emichañs e voc’h niverus o votiñ disul.

Ni, al listenn « Kemper an Ekologiezh a-Gleiz » e kinnigomp deoc’h votiñ evit ur gêr ekologel. Perak ? Peogwir e vevomp er mare-mañ ur cheñchamant dañjerus : hini an hin pe ar c’hlima. Splann e oa bet e-pad ar goañnv tremenet, gant ar barradoù-avel hag ar gwagennoù uhel o deus digaset kement a zistrujoù war an oad. Ma ne fell ket deomp e yafe war raok, betek re, an temperadurioù war an douar, e rankomp lonkañ nebeutoc’h a energiezh. Setu perak, ganeomp, ’vo lakaet e plas « busoù a live uhel » e Kemper. Mont a raio ar c’hirri-boutin founnusoc’h ; kalz efedusoc’h ha plijusoc’h ’vo implij anezhe evit pep hini eus ac’hanoc’h. Muioc’h a blas a vo loasket ivez evit ar beloioù hag an dud a ya war droad, e karter Lokmaria da skouer. Sikouret ’voc’h gant Kemper Kumuniezh evit ober labourioù ’barzh ho tiez evit espern energiezh. Espern arc’hant ivez ! Ar pal ganeomp ’zo lakaat etre 1000 ha 1400 ti da vezañ kempennet bep bloaz, e Kemper kumuniezh.

A-bouez eo degemer muioc’h a dud e Kemper : graet ’vo peadra evit sevel lojamantoù evit an holl. An holl raktresoù-se a zegaso labour ’ba Kemper : postoù-labour evit sevel pe kempenn an tiez hag ar batisoù publik da skouer. Gant an ajañs « Kemper Kerne Diorren » (da lâret eo, asambles gant an holl kumuniezhioù-kumunioù eus Bro-Gerne), e fell deomp e vefe lakaet nerzh ivez evit diorren ekomiezh al labour-douar padus hag hini industriez ar boued. Boued mat evit hon yec’hed evel just ! Soñjal a reomp ivez e vo a-bouez sikour an ekonomiezh niverel, hini an teknologiezhoù nevez, hini an energiezh, en o zouez energiezhioù nevez ar mor. A-bouez eo ivez an oberiantizoù a zo douget gant an artizaned hag ar goñversanted. Un dachenn all a zo pouezhus e Kemper hag e Bro-Gerne : an douristelezh. An oberiantis-se a rank bezañ liammet muioc’h gant sevenadur ar vro ha kalite an en-dro.

Fellout a deomp lakaat war wel muioc’h hon identelezh. Dav e deomp delc’hel anezhi neuze ! Delc’hel ar yezh ha reiñ un dazont dezhi ! Un eil-maer pe un eil-prezidant eus Kemper Kumuniezh a rank bezañ karget eus ar brezhoneg ha eus an identelezh. Ganeomp, e sino Kemper al live 4 eus karta « Ya d’ar brezhoneg ». Sikouret ’vo ivez sevenadur ar vro : an dañs, ar muzik, ar broderezh, ar c’hoariva, ar mediaoù... Sikouret ’vo an holl doareoù all ivez : muzik pe dañs a-vremañ, sinema, sirk, hag ar raktresoù sevenadurel douget, e pep karter, gant Tiez an Holl.

Setu disul, votit evit an dazont, evit ur gêr vrav ha degemerus, ur gêr yac’h ha gengred, ur gêr digor d’an holl, ur gêr vreizhek, ur gêr ekologel. Votit evit « Kemper, an ekologiezh a-gleiz » !

Portfolio